FIL D’ACTUALITÉFrançais
BBCAUT ActualitésUn fil de liens d’actualité avec leurs sources
Suivez les sujets essentielsL’actualité et ses sources, réunies sur une même page.
Sports

E brezhoneg - "Un grand choc", les parents des lycéens de Diwan appellent à manifester après la saisie du trombinoscope

Diffusé le Publié le Feuket bras eo tud liseidi Diwan Karaez peogwir eo bet tapet poltredaoueg an holl liseidi gant an archerien, da geñver un enklask e-kerzh luskad ar re yaouank. Ur galv da vanifestiñ d'ar Sadorn 5 a viz Kerzu e Karaez zo bet savet gante. Ha

Image illustrativeImage illustrative

Diffusé le

Publié le

Feuket bras eo tud liseidi Diwan Karaez peogwir eo bet tapet poltredaoueg an holl liseidi gant an archerien, da geñver un enklask e-kerzh luskad ar re yaouank. Ur galv da vanifestiñ d'ar Sadorn 5 a viz Kerzu e Karaez zo bet savet gante. Ha goulenn 'reont groñs e vefe rentet tout an titouroù.

Ur strollad mammoù ha tadoù liseidi Diwan Karaez zo oc'h en em aozañ 'benn manifestiñ disadorn, e kreiz-kêr Karaez. Peogwir int feuket bras gant ar pezh a c'hoarvez. "Skoet ha fuloret omp e vefe bet roet gant gwask an archerien. Met ivez, ha dreist-holl, e kredfe an archerien goulenn seurt traoù hep na vefe graet hervez lezenn" eme Jérôme Olivry, tad ul lisead.

Ankeniet eo al liseidi

Prokulor Brest en deus bet embannet n'en doa ket goulennet dre ur rekizision digant ar jandarmed mont da dapout poltredaoueg al lise. N'eo ket un doare dereat d'ober neuze, hervez ar familhoù.

Al liseidi zo lakaet diaes ivez gant an afer-se, evel just. "Pegoulz a baouezo tout an traoù-mañ ?, a c'houlenn Nine, e kentañ klas. Peogwir bremañ omp tamm pe damm fichet en archerdi. Gouzout hon anv, hor c'hlas, hor penn ... se zo dañjerus kenañ !"

Soutennet gant kevredad Diwan

Tristan an Nedeleg, bes-prezidant ar rouedad dre soubidigezh, a souten al liseidi hag o familhoù e anv Diwan : "N'eus ket bet skrid-goulenn ofisiel a-berzh servijoù ar ministrerezh diabarzh evit dont da gemer an daveenoù-se. Ha neuze an daveenoù-se o deus da vezañ rentet, setu tout."

Spi o deus familhoù al liseidi da vodañ tud all a-benn disadorn e Karaez. Tud ha n'o deus ket o bugale el lise, met hag a souten anezhe. A-enep gwaskerezh diouzh luskad ar re yaouank dre vras emañ ar gerent ivez. "E Karaez, Brest hag e lec'h all" emeze.

En français

Les parents d'élèves du lycée Diwan de Carhaix s'organisent après la saisie du trombinoscope de leurs enfants. Ils dénoncent les méthodes utilisées par la gendarmerie, dans le cadre de l'enquête en cours sur la tentative de blocage de la voie express RN164. Et ils appellent à une manifestation de soutien samedi 5 décembre, devant la mairie de Carhaix, à 11 heures. Selon eux, la collecte des photos et des noms de l'ensemble des élèves du lycée est disproportionnée. "C'est un grand choc de voir des lycéens fichés de cette manière. Des documents internes au lycée saisis de cette manière-là avec toute la pression qui a été faite sur le lycée", témoigne Sybil Zuate, une maman d'élève.

Vous avez apprécié cet article ? Partagez‑le

Grande consultation « Ma commune, mon maire et moi »

VOTRE AVIS - En vue de l’élection présidentielle de 2027, ICI lance un grand cycle de consultations et propose tous les mois un questionnaire thématique afin de connaître les attentes des citoyens pour le ou la futur(e) président(e) de la République.

Keleier : Ar reportaj

Mont 'ra war-raok labour arzourien Breizh evit ma 'vefent klevet muioc'h er vro. Bloaz 'zo rik e oa bet roet lañs d'ul labour preder gant Brieg Guerveno ha tud all, a-benn skignañ anezhe er stalioù hag e lec'h all a-hed ar bloaz. Ur gevredigezh o deus bet krouet hag ur garta savet gante nevez 'zo.

Piv a c'hell sikour Dastum ? Ur galv d'ar roadennoù zo bet lañset en dro gant ar gevredigezh. Berr eo ar peurriñ ganti pa zigresk ar yalc'hadoù publik. Dic'hopret oa bet ar rener en nevez amzer evit espern arc'hant met n'eo ket trawalc'h.

Da ziwall a zo gant spered ar beizanted er mare-mañ, er bloazh 2026, pa 'vez diaes ar jeu gant kalz anezhe ablamour d'an amzer-sec'h a zo dibaoe mizioù. Kudennoù all a bep seurt a zo, evit ar broduerien legumaj hag an desaverien chatal ivez.

- E brezhoneg - Trombinosope saisi par les gendarmes au lycée Diwan : "Une atteinte aux droits de nos enfants" Carhaix-Plouguer Fuloret eo lod eus tud liseidi Diwan Karaez. Penn kentañ miz Du 'oa bet sezizet poltredaoueg ar skol gant an archerien 'oa o klask gouzout piv 'noa klasket stankañ an hent-tizh a dremen nepell diouzh al lise. Kerent al liseidi zo oc'h en em aozañ evit respont war dachenn ar gwir hag er straed.

- Un emvod-meur dreistordinal a vo dalc'het d'ar Sadorn 1 a viz Du e Gwened, rak e oa bet roet he dilez gant Anne-Sophie Brats, prezidantez Diwan, e kreiz miz Here. Ezhomm ez eus da zilenn un den nevez e penn rouedad ar skolioù dre soubidigezh hag a ra war-dro ouzhpenn 3 500 bugel ha 600 implijiad.

- E brezhoneg - "Tous les lycéens sont solidaires entre eux parce qu'on rencontre les mêmes problèmes partout" Carhaix-Plouguer Muioc'h mui a liseoù vez stanket e bro C'hall. Goulenn a ra al liseidi koñdisionoù labour dereatoc'h ha kelennerien ouzhpenn. E Karaez oa bet dalc'het ur blokus gant 150 den dirak lise Paul Serisier d'ar Yaou 1 a viz Here diouzh ar mintin.

- Gwelet 'vo liseidi, studierien ha kelennerien er straedoù d'ar Meurzh 10 a viz Du adarre. Ur galv da harz-labour a zo savet c'hoazh gant ar re yaouank ha labourerien an deskadurezh. Met n'eo ket anat da vodañ kement a dud hag en deizioù all, goude ouzhpenn ur mizvezh a stourm.